Stal-taolennou

       

KINNIG

video

 

        E va livadurioù e fell din dreist-holl taolennin va doare din va-unan da welet pozioù eus ar Bibl. Va zaolennoù (ober a ran gant an "akrylik")a zo war-un-dro arouezek ha skeudennek.

        Ar pezh a glaskan ober a zo gwriziennet e Komz an Aotrou Doue hag er bedenn. Eno eo e kavan va awen.

        Hep ar vuhez diabarzh-se, un dra ret evidon, ne c'hellfen ket livan seurt taolennoù. Fromet e vezan, intret ha meret gant ur poz eus ar Bibl.

        Ar gomz-se a zeu da adkavout ar pezh emaon o vevan d'an ampoent. C'Hoant am eus neuze d'he ezteurel dre stummoù ha livioù a ziwan ennon tamm-ha-tamm. A-wechoù n'em eus ket amzer da gregin kerkent gant al labour. Padal e chomo ennon va mennozhioù ken am bo livet an daolenn.

 

 

 

« El lec’h m’ema Spered an Aotrou, eno ez eus frankiz ! ». 

 

2 Kor. 3 (17)

(An eil lizer da Gorintiz)